Un sellad dishenvel ouzh Kaledonia Nevez http://kaledonia-nevez.nireblog.com Fri, 26 Jun 2009 19:57:58 +1200 Un sellad dishenvel ouzh Kaledonia Nevez http://static.nireblog.com/imagenes/logo.png http://kaledonia-nevez.nireblog.com http://nireblog.com Blue Velvet http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/06/26/blue-velvet http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/06/26/blue-velvet Kregiñ a ra ar film gant ur sonerezh amerikan ar bloazhioù hanter-kant pe tri-ugent. Gwellout a reer ur voulouz glaz filmet tost-tre.
Da eil roz ruz bennak, a-dreñv anezho ur gloued goad wenn gant un oabl glas splann-tre. Klevout a reer ur ganaouenn dous un tammig jaz : "Blue velvet woh woh woh, she wore blue velvet woh woh woh, bluer than velvet was the night, softer than satin was the light, from the stars..."

Tremen a ra ur paotr-an-tan o vousc'hoarziñ, o saludiñ, ur c'hi azezet en e gichen en ur straed sioul. Skeudenn nevez war ar gloued wenn gant tulipez melen dirazi. Skoazellañ a ra ur vamm-gozh bugale da dreuziñ ar straed gant ur banell vras skrivet warni " harz ". Dourañ a ra un den e leton, e wreg a ev un tasad te en ur sellout ouzh ur film polis gwenn ha du war ar skinvel : ur revolver en dorn tost da dennañ. An den hag a zour a wel an dour ne zegouezh ket. Tennañ  a ra  an duellenn, ar c'hog a dec'h. Souden e kouezh an den a c'hin war an douar en ur ziwaskañ poanioù. C'hoari a ra ur c'hi war an den gourvezet, ur babig o tostaat outañ.

Paouez a ra ar sonerezh hag ar ganaouenn gaer. Sankañ a ra ar c'hamera er c'hlazenn. Mont a ra un trouz da vezañ mougoc'h ha mougoc'h. Mont a ra ar c'hamera war-raok ha chom a-sav diwar amprevaned o verienañ en noz. Iskis eo. Ur skeudenn nevez a heul a ziskouez ur banell vras  skrivet warni " Degemer Mad e Lumberton" gant ur plac'h yaouank koant blev melen. Ar sonerezh a ro aer, Lugerdiñ a ra an heol. Ur paotr yaouank a vale er maez, a dremen dirak un ti kozh ha taol ur maen. Mont a ra da weladenniñ e dad en ospital, an hini a gouezh  a-c'hin en e liorzh. An tad ne gomz ket mui. Mont a ra ar paotr en dro d'ar gêr, tremen  a ra dirak an ti kozh adarre ha taol ur maen goude un all warni. Klask a ra mein all er c'hlazenn. Kavout a ra ur skouarn troc'het brein, amprevaned warni. Blizidik emañ. Dastum a ra anezhi evit diskouezañ d’ar polis. Kregiñ a ra ar polis an enklask met an dra-se ne drefu ket ur gêr ken sioul. Met evit ar paotr yaouank e krog un enklask  diwar ar werzherezh-korf, houlierien ,  dramm ha muntroù all bennak en ur gêr n'eo ket ken sioul.

Blue Velvet eo ar film-se gant Isabella Rossellini graet gant David Lynch. Ur film a zle bezañ gwelet.

Comments

]]>
Fri, 26 Jun 2009 19:55:28 +1200
Kezeg http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/06/25/kezeg http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/06/25/kezeg Ya, plijout a ra din ar c’hazeg ma welan anezho diouzh pell. Plijout a ra din sellout outo war an  hentoù er geriadenn  oc'h ober o  zro-bale bihan. Emaint pevar pe c'hwec'h, daou-ha-daou. Bez eo an archerien hag o deus ar c'hezeg-se. Mont a reont d'ul liorzh goude d’ul liorzh all. Mont a reont da gerc'hat butun-nij a vount e-unan pe skoazellet un tammig gant un den bennak. E lein ar c'hezeg e kavont bodennoù bennak met n'eus ket kalz. Labourat a ra an dud evit o implij hiniennel. An archerien ne lavaront ket netra evit an dud-se.

Pa’z eont d’ar meuriadoù eo un istor all. Du-hont e labour an dud yaouank kalz mui evit gwerzhañ. Plijout a ra tud ar meuriadoù ar c'hezeg evel ma ouzont hag a gerc'h an archerien parkoù butun-nij. Ur wech o deus kavet ur park e pellgomz ar viñsaskell evit rezañ ar blantadeg. Ne dregasit ket anezho : n'eo ket "Apocalypse Now" !

Gwelout a ran kezeg ivez pa’z an d’ar "rodeo". Pell on ivez. Kalz a dud zo evit gwelout an abadennoù-se. Souezhus-eston eo da sellout. Ne lezont  ket ober ar c'hezeg. Alies ez eus reuz. Brec'h pe gar torret pe gwashoc'h ur c'hein. Daoust da se o deus lorc'h d'ober an abadenn-se. Lorc'h eo enno en dud ganto ivez.
Setu perak e choman pell eus ur c'hezeg. Aon am eus ganto hag ne chouran ket anezho.

Comments

]]>
Thu, 25 Jun 2009 19:34:06 +1200
Volga http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/06/24/volga http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/06/24/volga Ne c'hellemp ket mui kemer ar c'harr-nij. Digar e voe ar veaj-se diwezhat dre garr-nij. Aon hor boa da vervel ma kemerjemp adarre ur c'harr-nij eus an aergompagnunezh rusian Aeroflot. Peder eur en doa padet ar veaj-se. Dre dreñ e pado peder eur warn ugent evit degouezhout da v/Moskov. War ar gartenn, n'emañ ket pell Kazan, kêrbenn Tartastan. D'ober an hent distro dre dreñ zo un dra all, un dro-gaer.

Pemp e oamp met e tleemp paeañ ur c'hombod evit c'hwec'h ha chom etrezomp. Tri gwele e pep tu , unan war unan all, sasun e heñvelent. Eurüs e oamp da veajiñ goustad.  N'hor boa ket an dibab all.
Diouzhtu e felle d’ar merch'ed mont da brivezioù, prouadiñ anezho. Dont a rejont en-dro dipitet. Kavout a rejont privezioù lous-tre eus al leur d'ar sel. N'ouiemp ket petra veze c'hoarvezet el lec'h ken bihan. Ar privezioù all a oa serret ha difennet e oa da vont e-barzh. Mont a reas ar merch'ed da gerch'at mestr ar vagon. Ya , ur mestrez e oa. Goulenn a rejont dezhi da zigeriñ ar privezioù all. Start e nakeas. Gwallimoret e oent.

Penaos e endalc'hjemp anezhi da zigeriñ ar privezioù hag a soñje dimp bezañ naet ?. Soñjal a rejomp pell hep menoz. Diouzhtu e stuc'hellas an nor :  youc'hal a reas ur vaouez gozh vihan ha grabosek warnomp e rusek. Souezhet e oamp en ur sellout outi. Diouzh kustum e komprenomp ar ruseg un tammig met diaes eo pa youc'h un den bennak. En ur youc'hal e ginnige liñselioù ha lañjerennoù evit ar nozvezh hir en treñ-se. Gouzout a raemp hag hor boa ezhomm anezho evit tremen ur nozvezh vat. Met ne c'hellemp ket lezel ar vaouez-se da gomz deomp evel-se, ha pa vefe he c'hustum gant an holl veajourien. Un tammig kreñv e yae ar vaouez-se. Lavarout a raemp dezhi hag a brenfemp traoù bennak hepken e kroge da gomz deomp goustad. Dont a reas un diviz drouzus e pad munutennoù bennak e ruseg. Soñj a ran hag e tlemp bezañ ar c'hentañ da gomz ganti evel-se. Kustumet e oa da gaout tud sentus, kein baotek. Souezhet e oe en he zro met ambuzet un tammig. Reiñ a reas he alc'houez ar privezioù. E pad ar veaj e ginnigas gwastilli, chokolad, te ha kafe gant ar mousc'hoarzh evel-just.
En ur dreuziñ ar ster bras Volga, e komprenomp erfin perak ne c'hellje ket an alamaned mont pelloc'h e-pad an eil brezel bed hag e kolljont anezhañ.  Ar ster-se zo ur mor da dreuziñ .

An nozvezh-se  e serromp hor c'hombod gant ur gouriz ! .

Comments

]]>
Wed, 24 Jun 2009 19:41:31 +1200
Mein gaer http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/06/23/mein-gaer http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/06/23/mein-gaer Ma digarezit, diwezhat on ar wech-se met ne oan ket awenet gant an danvez-se. Koulskoude e plij din ar vein gaer ! Anavezout a ran micherourien bennak a ra war-dro ar vein evel  ar mañsoner hag a mañson, ar maensklenter hag a ra an toenn, ar bener hag ar skulter hag a aoz ar mogerioù. Ne c'hellañ ket skrivañ muioc'h diwar-benn ar micherourien-se zoken ma plij din o labour.

Neuze e kinnigan deoc'h ur boelladenn all : un troidigezh eus ur pennad embannet war ur gazetenn brudet.

"Diazezoù
Aze emaint, pentet war mogerioù hag selioù ar grec'hier.
Ar skeudennoù-se a zepegn bizoned, elaned, arzhed, kezeg, erered, maouezed, gwazed. Hep oad int. Ganet int bet ez eus miliadoù ha miliadoù  a vloaz met adc'henel a reont bewech ur sell a weladur anezho.
Penaos e c'helljont, an dud-se, hon tadoù-koz pellgerent, livañ gant ar gizidigezh-se ? Penaos e c'helljont, an dud-se, al loened mut hag a stourme gant an dornioù noazh a-enep gouezviled, krouiñ skeudennoù leun a goantiri ? Penaos e ch'elljont trolinennañ al linennoù-se skañv hag a ziskouez diboukañ ha difoupañ eus ar maen ? Penaos e c'helljont an dud-se ?
Nemet eo ar maouezed-se ?
Eduardo Galeano"

Comments

]]>
Tue, 23 Jun 2009 19:53:23 +1200
Devezh ur beajour-kenwerzh http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/05/14/devezh-ur-beajour-kenwerzh http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/05/14/devezh-ur-beajour-kenwerzh Abred eo hag an noz a zo yen. N'en deus ket c'hoant da sevel ouzh e
wele. Re domm eo ar gwele gant e wreg e-barzh. Reiñ a ra ur pok bihan ,  kousk a ra atav. Ar vugale ivez. Mont  a ra er gegin goustadig an
daoulagad serret. Ur c'hafe tomm a zihuno anezhañ muioc'h.
N'en deus ket c'hoant da vont da labourat met e di kaer a zle bezañ
paeet pep miz. Neuze ez a da labourat hag e loc'h e garr-tan kaer
prestet gant e gevredigezh. Plijadur en deus gant ar c'harr-tan-se.

A- raok al labour-se, e kemere e garr-tan bihan alies torret da werzhañ
dour , chugoù frouezh ha bier. Mont a rae a stal da stal met ivez a
c'houel da c'houel ! Alies e oa mezv da evañ gant ar brenerien. Kousk
a rae aliesañ en e garr-tan bihan eget en e wele.

Bremañ e werzh  kontradoù evit kretadurioù. Ne ev ket mui. Dilhadoù kaer  a zo gwisket  gantañ. Poellek e tle bezañ rak diaes eo da werzhañ kontradoù da dud  ziskredik. Dibaot int da gaout ezhomm kontradoù . En ur gomz pell,  en ur zont adarre div pe deir gwech, e teu a-benn da werzhañ kontradoù  bennak pep deiz. Ober krediñ hag ar varc'hadourezh a zo ar wellañ. Mad- tre e vo an deiz ma werzh kalz anezho. Eürus e vo da vont d'ar ger,  debriñ a raio gant ilboued hag en devo un nozvezh vat. Yac'h-pesk e vo evit  warc'hoazh. Yac'h-pesk da werzhañ mui.

Met un deiz, e vo skuizh-marv da vezañ labouret  re evit un tammig muioc’h arc'hant.

Comments

]]>
Thu, 14 May 2009 19:49:36 +1200
Emgann http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/05/05/emgann http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/05/05/emgann An emgannoù kaerañ am eus kemeret perzh enno a oa an emgannoù gant ma breudeur. Plijus-tre hor boa gant an emgannoù pa oamp yaouank. Leun a abegoù pe aliesañ hep abeg en em gannemp. Div vandenn a oa : ar re vihan hag ar re vras met ne oa ket atav evel-se. Kalz a kemmoù a oa er c’hevreadoù. Gallout a raed bezañ e-unan enep an holl pe pep hini e-unan. Ne bade ket pell. Youc'hal a rae, kalz a drouz a oa, taolioù meilh-dorn bennak roet. Goude-se, an hini a rede buanoc'h eget an holl en doa gounezet. Erfin en doa gounezet betek ar wech da heul ha ne oa ket  pell. Setu penaos e oa ar vuhez etre breudeur a en em gare. An dad en doa breudeur ivez a gomprene hor c'hoant d’en em gannañ. Aliesañ e youc'he ar vamm en ur welout ac'hanomp met he youc'hoù ne rae netra.

Plijout a raemp da dapout an hini en doa kollet an emgann. Ahedet e oa ha dalc'het kreñv war al leur. Gervel a raemp hor c'hi evit lipat an dremm war an douar. Ur boureverezh gwir e oa. Un tammig e terme ar c'hi met e teue da vezañ foll en ur welout ur dremm war al leur. Lipat en defe gellet eurioù hag eurioù un dremm. Aon en doa youc'hoù met ne c'helle ket dalc'het. Pebezh plijadur ! ur dremm o c'houlennata pokoù ! a soñje ar c'hi-se. Goude-se, ret e oa da redek buan rak an dial a vefe strizh.

Comments

]]>
Tue, 05 May 2009 20:04:37 +1200
an tren kozh http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/05/04/an-tren-kozh http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/05/04/an-tren-kozh An tren diwezhañ am eus kemeret a oa en Aostralia, e bro Victoria. Un
tren a ya pell hag uhel davet ar menezioù bihan a-dreñv ar gêr vras
Melbourne. Kant vloaz zo e vez graet an tren kozh-se evit skoazell an
dud da gas marc'hadourezh, dreist-holl gloan, eus menezioù d'ar gêr
vras. Un tren beajourien ha touristed eo hiriv . An holl a zo kozh
eno. Strizh eo an hent-houarn, Ar marc'h du dre vurezh a stlej teir pe
peder bagon goad ha skuizh. E pep korn-tro e teu e-barzh ur moged du
ha tev kaset gant an avel. N'eo ket aes pa fiñv d'an tu pe d’an
tu all met chom er marc'h du a zo re skuizhus abalamour d’an tommder
kreñv e-barzh. Ar cholori a zo bras heñvel gwechall. Ar re a labour
war an tren-se a zo kozh ivez ! Sebezus, n'eo ket ! A youl-vat emaint
hag plijout a ra dezho trenioù kozh a ya evit plijadur ar vugale. Ar
veajourien a c'hall azezañ war prenestroù ar tren , an treid er-maez.
N'eo ket difennet ha n'eo ket dañjerus rak ar tren-se a ya war-raok
goustad-tre. Redek e c'heller dirazañ.

Pa oamp erruet d'an ti-gar diwezhañ, e oa ret deomp diskenn diouzh an treñ evidomp ha mont da vale tro-dro ar gêriadenn diwezhañ war an hent-houarn. Netra d'ober amañ, netra dedennus da sellout,  iliz pe ti
foran ebet a dalv ar boan da welout met un davarn e-lec'h evañ ur banne bier fall eus Aostralia pe ur banne te lipous eus India. Padout a
reomp un eur pe div, an amzer da dreiñ ar marc'h du. Poent eo da vont
kuit evit ur veaj all en treñ-se a youc'h heñvel ul labous a c'houel.
"Puffin" a vez graet dioutañ.

Comments

]]>
Mon, 04 May 2009 18:45:08 +1200
Deiz ar marc'had http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/04/29/deiz-ar-marchad http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/04/29/deiz-ar-marchad Deiz ar marc'had e teu tud meuriadoù ar menezioù tro-dro hor kêriadenn. Atav eo un deiz plijus ha laouen evit an holl. Tud ar meuriadoù a c'hallo gwerzhañ eno kalz a varc'hadourezh. Ar maouezed, gwisket e saeoù liesliv, a zo azezet war an douar a-dreñv pe e-gichen o marc'hadourezh. Gwerzhañ a reont legumaj a bep seurt evel tomatez bihan ken bras ha kelloù ar bouc'h (Lavarout a ra an dud evel-se !), karotez, saladennoù, kokombrez, berjinez, patatez dous met ivez kalz a frouezh : frouezh ar papaiez, avaloù kokos, sivi ral, flamboez bennak  met dreist-holl orañgez, bananez, mandarin hag avaloù ar baradoz. Konfitur lipous a vez graet ganto. Prenañ a reer anezho ken mat-tre int. Alies e vez aozet ganto gwestell a c'haller debriñ pe vlasaat. C'hoarzhin a ra ar maouezed, eürus bezañ asambles. N'int ket trist ma ne werzhont ket o frouezh o legumaj pe un tammig. Un devezh mat-tre e oa evito. Gervel a reont ac'hanomp en ur youc'hal evit prenañ traoù ne ouzomp ket ar wechoù.
Ar wazed  a gaoz etrezo. Kalz a vier a vez evet e-pad an deiz. Ar c'halonekañ eus ar wazed pe an nebeutañ mezv a c'hallo poazhañ beriadoù kig karv. Merenn a vo prest evit kreisteiz ma hon eus chañs. Gwazed all a zo skulterien. Skultañ a reont maskloù, biroù da lakaat war toenn an tiez bihan un tammig evel un nadoz-avel. Gant koad pe maen e vez graet an oberennoù-se. Plijus a ra d’an douristed da brenañ an  traoù-se.

Comments

]]>
Wed, 29 Apr 2009 18:47:26 +1200
Mamm-gozh http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/04/28/mamm-gozh http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/04/28/mamm-gozh Ur boelladenn diaes eo da skrivañ diwar-benn un den souezhus am eus anavezet. Den ebet  souezhus en ma ziegezh pe marteze unan. Gallout a rafen skrivañ diwar-benn unan bennak am eus karet hag am eus argarzhet. Bez eo an den-se souezhus ? n'ouzon ket . Gwellout a rit o lenn ar perzh da heul.

Tri bugel he doe met ne he deus karet nemet unan : ar c'hentañ. He daoulagad, he spered, he jestroù a oa evitañ. An daou ziwezhañ  a c'halle gwellout ober evel-se pe bezañ gwarizius outo met netra a rafe kemmañ he doareoù. Trist e oant , sur e oa. Gourc’hemennoù hag al lorc'h a oa evit ar c'hentañ. Roet e veze tamalloù hag anerioù d’an daou all.

Goude bloavezhioù hir e kuitaent o mamm iskis. Unan anezho en doe bugale. Pemp bugel en doe he c'hentañ mab. Kalz a vugale en doe an eilvet mab hag an unverc'h met ne vern pegement. Ne oa ket un dudi evit ar vamm-se. Ne garfe nemet  unan diouzh ar vugale-vihan : ar c'hentañ. Un deiz e zeue da gozh. Den ebet en-dro dezhi nemet he mab henañ hag e vugel kentañ.

Kroget o deus ar vugale all da reiñ o c'harantez dezhi an deiz o deus komprenet hag e oa bet klañv atav. Ne oa ket re drouk met a-walc'h evit reiñ poan d'an holl. Ne c'halle ket reiñ karantez da un den bennak. Pa gleved o fringoliñ pe o c'hwitellat goustadig e ouiemp hag e aoze un taol fall. Madigoù evit ur bugel hag ar re all a welle ober. Mousc'hoarzhoù evitañ hag droug evit ar re all.

Bevet he doa hec’h-unan, marv e oa hec’h-unan ivez. Ma mamm-gozh e oa.

Comments

]]>
Tue, 28 Apr 2009 19:55:14 +1200
Eil danevell http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/04/27/eil-danevell http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2009/04/27/eil-danevell Trugarez vras da C.P. evit he skoazell hag he reizhadennoù.

Diwall a ran ouzh an heol war an aod e-pad an hañv. Ne choman ket a-dal d'an heol pe e teuan ruz. Atav e lennan dindan ar gwez gant o skeud. Plijout a ra din neuñvin ha splujañ. Ar sportoù-se a sikour ac'hanon da gaout yec'hed mad.

Evel e Monbaza e weler kalz a werz avaloù kokos. Ur wech war an traezh, dirazon ez eus bet ur garreg-tarzh. Klevout a reer diouzh pell trouz ar gwagennoù o skeiñ anezhi.
A-dreñv ez eus ar goadeg. Kavout a reer daou evn iskis-tre : an eil o harzhal evel ur c'hi ( ar "cagou" e galleg) hag egile o ouelañ evel ur babig ( ar "puffin" e galleg). Kuzh int gant ar brankoù ha diaes eo da welout met aes da glevout.
Erfin, a wechoù, pa ziskuizan war an traezh e tremen naered-vor hir, du ha melen, dañjerus-tre met, eüruzament evidon, spontik-tre.

Kalz a vigi a bep seurt a vez gwelet en ur porzh : bigi-pesketa, bigi-roueder hag eoullistri. Anavezout a ran mad-tre Brest, Porspol e Plouarzhel ha Pors Goret e Lambaol. Karout a ran Pors Goret. Pa oan  yaouank, e chomen da c'hortoz ma eontr karet, n'ouzon pegeit amzer. Pesketa a rae ar gevr-mor hag ar c'hranked. Evezhiañ a raen ar mor o sevel. Alies e c'hoarien war ar vezhin hag an toulloù dour. Bag ebet er porzh-se pe ur vag vihan gozh ha diskaret. Ar porzh-se a oa implijet gant ar gouerien evit gwalc'hiñ moc'h.

Comments

]]>
Mon, 27 Apr 2009 18:34:31 +1200
Mont war-raok gant ar brezhoneg-Danevell : ma vakañsoù http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2008/10/15/mont-war-raok-gant-ar-brezhoneg-danevell-ma-vakansou http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2008/10/15/mont-war-raok-gant-ar-brezhoneg-danevell-ma-vakansou En Aostralia am eus tremenet ma vakansoù diwezhañ. Gant ma familh,
beajet hon eus eus Sydney da Melbourne er ch'arr-tan. Kalz kilometroù
hon eus graet : tost da dri mil ! Gweladennet hon eus ar ger-benn
nevez Canberra. Dizoloet hon eus an arzoù kentañ graet gant an
annezidi kentañ eus Aostralia ( " arz kentvroat "). Brav ha sebezus
eo. Gwelet hon eus koalaed, kangouroued bev ha dishual er maez. Ur
wech e lammas ur c'hangourou bihan ( ur wallaby) dirazomp. Aon bras
en doe, ni ivez. Kalz amzer hon eus tremenet da glask loened iskis pe/
ha dianav evidomp e Europa pe e Kaledonia Nevez. Atav e oamp eurüs pa
gavemp ur c'hoala en e wezenn.
Ma c'hoar-gaer, ma daou vugel ha ma gwreg a oa ganiñ.
Plijus am eus gant ar vakansoù rak disoñjal a ran ma labour hag e
c'hellan c'hoari gant ma bugale.

Comments

]]>
Wed, 15 Oct 2008 19:12:52 +1200
Pietragalla strollad http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2007/08/05/pietragalla-strollad http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2007/08/05/pietragalla-strollad Keit da sellout ouzh ar gartenn-bost roet er Greizenn.

Comments

]]>
Sun, 05 Aug 2007 00:23:00 +1200
Abadenn dañs a-vremañ http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2007/08/05/abadenn-dans-a-vreman http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2007/08/05/abadenn-dans-a-vreman Sadorn diwezhañ ez oamp da sellout un abadenn dañs a-vremañ. Kinniget e oa an abadenn-se gant Pietragalla strollad e Noumea e Kreizenn sevenadurel Jean-Marie Tjibaou. E pad un eur hag hanter e danse an dañserez bras Marie Claude Pietragalla gant he mignon. An daou dañser-se hepken war al leurenn e oa. An abadenn gizidik , fromus ha hiraezhus e oa. An istor a oa evel ul levr-dastum kozh eus ur familh. Gant ar musik eus Yann Tiersen (ar film alamaneg Goodbye Lenin) a  dremene an deliennoù. An istor war an amzer hag a dremen , war ar vuhez a red hep sell netra. Sonj a ran ma vuhez evidon gant an nozvezh gaer-se. Dreist ! Keit da sell an heni !

Comments

]]>
Sun, 05 Aug 2007 00:06:52 +1200
Istor berr ar skeudenn gentan http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2007/08/01/istor-berr-ar-skeudenn-gentan http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2007/08/01/istor-berr-ar-skeudenn-gentan Meurbet-bras ha bihan e oa ar bleunienn-se. Fentus e oa. War henchoù ar reter an aod, e traon Arama, an diwezhañ ode eus an enezenn-se. Hep dedennadur e oan gant ar veaj-se.

Hervez ar gwel, trist ha paour  e oa an douar. Ne glazenn ket ar menezioù evel e-kichen an traez. Er gouelec'h-se bihan, kavout a raen ur stang du gant livioù iskis. Ne sonjen ket ha bleunienn e oa.
Ar natur a c'hall ober traoù mad a-wechoù.

Comments

]]>
Wed, 01 Aug 2007 19:17:10 +1200
Skeudennoù eus Kaledonia Nevez http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2007/07/31/skeudennou-eus-kaledonia-nevez http://kaledonia-nevez.nireblog.com/post/2007/07/31/skeudennou-eus-kaledonia-nevez Bleunienn ar stang - Kleiz an enez vras

Comments

]]>
Tue, 31 Jul 2007 23:49:16 +1200