Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Un sellad dishenvel ouzh Kaledonia Nevez

06/08/2009 GMT 12

Ar senk

tu-gin-an-douar @ 18:49

Ne blij da zen ebet. Me 'soñj an holl dud o deus aon rak al loen-
se. Un dra sur eo , bewech e vez gwelet al loen-se, e klever un den
bennak o youc'hal. Gervel a ra ar vaouez en ur youc'hal he gwaz, ar
vugale a red bep lec'h. Tagañ a ra adal ma c'hell. E flemmadenn a ro ur boan vras e-pad eurvezhioù.  Fatañ a ra an dud, gouelañ a reont ivez pell. Louzoù ebet na louzoù  hengouel; marteze lakaat penn tomm-ruz ur sigaretenn war ar flemmadenn  a skoazell un tammig. Gortoz  e tremenfe zo ar wellañ dra d'ober.

En em guzhat a ra dindan an douar pa zeu  an amzer da vezañ yen. E-pad  nozhvezhioù tomm e vale er c'hlazenn ha e teu tre an tiez. Diouzh ar beure e  kaver dezhañ kuzhet er botoù (pebezh spont bras !), pe o kousket war  stalennoù (ur souezhenn gaer en ur naetaat anezho !). Esaeañ a reer da  dapout anezhañ pa c'heller met mont a ra buan-buan. Lakaet e vez er  voutailh pa vez tapet. Chom a ra eno bev deizioù ha deizioù hep aer,  boued ha dour. Lêrek eo !

Gant naer melen ha du an traezh eo al loen kentañ a ziskouezer d'ar
vugale. Deskiñ a reont da ziwall anezhañ. D'ar c'hi hag d’ar c'hazh e
tiskouezer ivez. Chom a reont war api. C'hoari gantañ a blij d'ar  c'hazh. Lammat a ra ar c'hazh uhel-tre gantañ ivez.
Ankounac'haat ar ran : ar senk eo. Diwallit ta !

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust