Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Un sellad dishenvel ouzh Kaledonia Nevez

24/07/2009 GMT 12

Hañv

tu-gin-an-douar @ 12:59

D'am soñj, e c'hoarvez da vare hañv an abadenn-dornañ taolennet-se.
Troc'het ha dastumet e oa edoù a-raok glavioù kentañ an diskar-amzer.  An holl dud a zlee labourat evit ober ar muiañ labour e-pad an amzer
vihanañ. Evit bep gouel e meuriadoù e vez gwelet abadennoù-dornañ.
Kemer perzh a ra an holl veuriad. Hengounel-tre eo. Sevel a ra ar wazed  kledoù bihan evit diwall an heol tomm-ruz pe ar glav prim, Ar gwragez  a aoz predoù. Predoù kig pe pesk, patatez ha chug  kokoz zo poazhet  dindan hag etre mein tomm-tre e-pad eurioù. Lipous eo met pounner ivez.  Ar re yaouank a ya da gerc'hat tammoù koad e koadoù tro-war-dro.Heñvel atav  eo an aozadur ne vern ar gouel : an eured, ar beziadur pe gouel  ar gwrizioù (ignames), ar brudetañ.

War an draezh dindan an disheolier e vez graet an eost hiziv an deiz
evidon. Ankounac'haat a raen : ul levr mat da lenn hag ar gousk-merenn  hir a zegouezh hep lavarout netra. Alies e tihunan gant youc'hoù ar  vugale pe traezh taolet warnañ. Neuze, eo poent da vont da neuial un  tammig. Plijadur am eus da neuial  pe da splujañ.
Pa oan yaouank am eus dastumet patatez el liorzhoù, frouezh evel
kerez, avaloù. An draoù-se evit gounit un tamm arc'hant met ne oant
ket evidon. Ne blije ket din. Plijout a ra din gwelloc'h neuial,
c'hoari pe zañsal e-pad an hañv.

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust