Kerbenn Aostralia : Canberra
Ur gêr nevez eo, nemet daou c'hant bloaz ganti. Dreist-holl krouet evit bezañ kêr-benn ur vro re vras : Aostralia. An holl draoù a zo nevez hag an holl draoù a zo krouet evit bezañ plijus gant an dud. Kalz a barkoù, liorzhoù kêr enni tro-dro ul loc'h vras. En e greiz ez eus ur blomenn zivent evel e Geneva eus Bro-Suis. Kalz a virdioù a bep seurt a zo evit plijadur an dud deuet hag ar vugale.
Torgenn ar parlamant a zo ar souezhus-estonañ er gêr-se. Eus al loc'h e weler un ti gwenn hir a oa ar parlamant kozh. A-dreñv emañ an dorgenn c'hlas gant pevar peul metalek divent warni a ra ur biramidenn vras ha treuzwelus. E lein ar biramidenn emañ ar banniel aostralian gant e groaz ar Su. An dra sabutuus eo emañ ar parlamant nevez dindan ar dorgenn-se, dindan an douar ! Aes eo da weladenniñ anezhañ. Ennañ ez eus diskouezadegoù diwar-benn istor ar parlamant, istor ar tiriad kêrbenn aostralian (ACT australian capital territory) , istor krouadelezh Aostralia. Met ar ziskouezadeg gaerañ eo an hini diwar-benn al liverezh broat ( eus an Aborijened). Taolennoù e pep lec'h ouzh ar mogerioù : kaer- meurbet. Dirak an antre ez eus ur marelladur-meinigoù broat vras ivez hag arabat eo bale warnañ. Puñs ar gouloù deiz dindan ar biramidenn a sklerijenn ar parlamant : brav eo. Dieub ha disoursi e c'heller gwelout ar c'hannaded o gomz etrezo er vodadeg vroadel hep komz evidomp. Dedennus eo.
An dra all da welout eo ar c'hannaddi broat bihan graet gant tol-
gwagennek merglet ha livet-tre dirak ar parlamant brav-se. O banniel
du hag ruz gant an heol en e greiz dirak ar biramidenn. Chom a ra an
dud vroat amañ evit kaout o gwirioù anavezet hag kaout ar gwir da
vezañ evel ma fell dezho.

digg it
del.icio.us