Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Un sellad dishenvel ouzh Kaledonia Nevez

24/06/2009 GMT 12

Volga

tu-gin-an-douar @ 19:41

Ne c'hellemp ket mui kemer ar c'harr-nij. Digar e voe ar veaj-se diwezhat dre garr-nij. Aon hor boa da vervel ma kemerjemp adarre ur c'harr-nij eus an aergompagnunezh rusian Aeroflot. Peder eur en doa padet ar veaj-se. Dre dreñ e pado peder eur warn ugent evit degouezhout da v/Moskov. War ar gartenn, n'emañ ket pell Kazan, kêrbenn Tartastan. D'ober an hent distro dre dreñ zo un dra all, un dro-gaer.

Pemp e oamp met e tleemp paeañ ur c'hombod evit c'hwec'h ha chom etrezomp. Tri gwele e pep tu , unan war unan all, sasun e heñvelent. Eurüs e oamp da veajiñ goustad.  N'hor boa ket an dibab all.
Diouzhtu e felle d’ar merch'ed mont da brivezioù, prouadiñ anezho. Dont a rejont en-dro dipitet. Kavout a rejont privezioù lous-tre eus al leur d'ar sel. N'ouiemp ket petra veze c'hoarvezet el lec'h ken bihan. Ar privezioù all a oa serret ha difennet e oa da vont e-barzh. Mont a reas ar merch'ed da gerch'at mestr ar vagon. Ya , ur mestrez e oa. Goulenn a rejont dezhi da zigeriñ ar privezioù all. Start e nakeas. Gwallimoret e oent.

Penaos e endalc'hjemp anezhi da zigeriñ ar privezioù hag a soñje dimp bezañ naet ?. Soñjal a rejomp pell hep menoz. Diouzhtu e stuc'hellas an nor :  youc'hal a reas ur vaouez gozh vihan ha grabosek warnomp e rusek. Souezhet e oamp en ur sellout outi. Diouzh kustum e komprenomp ar ruseg un tammig met diaes eo pa youc'h un den bennak. En ur youc'hal e ginnige liñselioù ha lañjerennoù evit ar nozvezh hir en treñ-se. Gouzout a raemp hag hor boa ezhomm anezho evit tremen ur nozvezh vat. Met ne c'hellemp ket lezel ar vaouez-se da gomz deomp evel-se, ha pa vefe he c'hustum gant an holl veajourien. Un tammig kreñv e yae ar vaouez-se. Lavarout a raemp dezhi hag a brenfemp traoù bennak hepken e kroge da gomz deomp goustad. Dont a reas un diviz drouzus e pad munutennoù bennak e ruseg. Soñj a ran hag e tlemp bezañ ar c'hentañ da gomz ganti evel-se. Kustumet e oa da gaout tud sentus, kein baotek. Souezhet e oe en he zro met ambuzet un tammig. Reiñ a reas he alc'houez ar privezioù. E pad ar veaj e ginnigas gwastilli, chokolad, te ha kafe gant ar mousc'hoarzh evel-just.
En ur dreuziñ ar ster bras Volga, e komprenomp erfin perak ne c'hellje ket an alamaned mont pelloc'h e-pad an eil brezel bed hag e kolljont anezhañ.  Ar ster-se zo ur mor da dreuziñ .

An nozvezh-se  e serromp hor c'hombod gant ur gouriz ! .

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust