Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Un sellad dishenvel ouzh Kaledonia Nevez

27/04/2009 GMT 12

Eil danevell

tu-gin-an-douar @ 18:34

Trugarez vras da C.P. evit he skoazell hag he reizhadennoù.

Diwall a ran ouzh an heol war an aod e-pad an hañv. Ne choman ket a-dal d'an heol pe e teuan ruz. Atav e lennan dindan ar gwez gant o skeud. Plijout a ra din neuñvin ha splujañ. Ar sportoù-se a sikour ac'hanon da gaout yec'hed mad.

Evel e Monbaza e weler kalz a werz avaloù kokos. Ur wech war an traezh, dirazon ez eus bet ur garreg-tarzh. Klevout a reer diouzh pell trouz ar gwagennoù o skeiñ anezhi.
A-dreñv ez eus ar goadeg. Kavout a reer daou evn iskis-tre : an eil o harzhal evel ur c'hi ( ar "cagou" e galleg) hag egile o ouelañ evel ur babig ( ar "puffin" e galleg). Kuzh int gant ar brankoù ha diaes eo da welout met aes da glevout.
Erfin, a wechoù, pa ziskuizan war an traezh e tremen naered-vor hir, du ha melen, dañjerus-tre met, eüruzament evidon, spontik-tre.

Kalz a vigi a bep seurt a vez gwelet en ur porzh : bigi-pesketa, bigi-roueder hag eoullistri. Anavezout a ran mad-tre Brest, Porspol e Plouarzhel ha Pors Goret e Lambaol. Karout a ran Pors Goret. Pa oan  yaouank, e chomen da c'hortoz ma eontr karet, n'ouzon pegeit amzer. Pesketa a rae ar gevr-mor hag ar c'hranked. Evezhiañ a raen ar mor o sevel. Alies e c'hoarien war ar vezhin hag an toulloù dour. Bag ebet er porzh-se pe ur vag vihan gozh ha diskaret. Ar porzh-se a oa implijet gant ar gouerien evit gwalc'hiñ moc'h.

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust