Abadenn dañs a-vremañ
Sadorn diwezhañ ez oamp da sellout un abadenn dañs a-vremañ. Kinniget e oa an abadenn-se gant Pietragalla strollad e Noumea e Kreizenn sevenadurel Jean-Marie Tjibaou. E pad un eur hag hanter e danse an dañserez bras Marie Claude Pietragalla gant he mignon. An daou dañser-se hepken war al leurenn e oa. An abadenn gizidik , fromus ha hiraezhus e oa. An istor a oa evel ul levr-dastum kozh eus ur familh. Gant ar musik eus Yann Tiersen (ar film alamaneg Goodbye Lenin) a dremene an deliennoù. An istor war an amzer hag a dremen , war ar vuhez a red hep sell netra. Sonj a ran ma vuhez evidon gant an nozvezh gaer-se. Dreist ! Keit da sell an heni !

digg it
del.icio.us