Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Un sellad dishenvel ouzh Kaledonia Nevez

23/06/2009 GMT 12

Mein gaer

tu-gin-an-douar @ 19:53

Ma digarezit, diwezhat on ar wech-se met ne oan ket awenet gant an danvez-se. Koulskoude e plij din ar vein gaer ! Anavezout a ran micherourien bennak a ra war-dro ar vein evel  ar mañsoner hag a mañson, ar maensklenter hag a ra an toenn, ar bener hag ar skulter hag a aoz ar mogerioù. Ne c'hellañ ket skrivañ muioc'h diwar-benn ar micherourien-se zoken ma plij din o labour.

Neuze e kinnigan deoc'h ur boelladenn all : un troidigezh eus ur pennad embannet war ur gazetenn brudet.

"Diazezoù
Aze emaint, pentet war mogerioù hag selioù ar grec'hier.
Ar skeudennoù-se a zepegn bizoned, elaned, arzhed, kezeg, erered, maouezed, gwazed. Hep oad int. Ganet int bet ez eus miliadoù ha miliadoù  a vloaz met adc'henel a reont bewech ur sell a weladur anezho.
Penaos e c'helljont, an dud-se, hon tadoù-koz pellgerent, livañ gant ar gizidigezh-se ? Penaos e c'helljont, an dud-se, al loened mut hag a stourme gant an dornioù noazh a-enep gouezviled, krouiñ skeudennoù leun a goantiri ? Penaos e ch'elljont trolinennañ al linennoù-se skañv hag a ziskouez diboukañ ha difoupañ eus ar maen ? Penaos e c'helljont an dud-se ?
Nemet eo ar maouezed-se ?
Eduardo Galeano"

14/05/2009 GMT 12

Devezh ur beajour-kenwerzh

tu-gin-an-douar @ 19:49

Abred eo hag an noz a zo yen. N'en deus ket c'hoant da sevel ouzh e
wele. Re domm eo ar gwele gant e wreg e-barzh. Reiñ a ra ur pok bihan ,  kousk a ra atav. Ar vugale ivez. Mont  a ra er gegin goustadig an
daoulagad serret. Ur c'hafe tomm a zihuno anezhañ muioc'h.
N'en deus ket c'hoant da vont da labourat met e di kaer a zle bezañ
paeet pep miz. Neuze ez a da labourat hag e loc'h e garr-tan kaer
prestet gant e gevredigezh. Plijadur en deus gant ar c'harr-tan-se.

A- raok al labour-se, e kemere e garr-tan bihan alies torret da werzhañ
dour , chugoù frouezh ha bier. Mont a rae a stal da stal met ivez a
c'houel da c'houel ! Alies e oa mezv da evañ gant ar brenerien. Kousk
a rae aliesañ en e garr-tan bihan eget en e wele.

Bremañ e werzh  kontradoù evit kretadurioù. Ne ev ket mui. Dilhadoù kaer  a zo gwisket  gantañ. Poellek e tle bezañ rak diaes eo da werzhañ kontradoù da dud  ziskredik. Dibaot int da gaout ezhomm kontradoù . En ur gomz pell,  en ur zont adarre div pe deir gwech, e teu a-benn da werzhañ kontradoù  bennak pep deiz. Ober krediñ hag ar varc'hadourezh a zo ar wellañ. Mad- tre e vo an deiz ma werzh kalz anezho. Eürus e vo da vont d'ar ger,  debriñ a raio gant ilboued hag en devo un nozvezh vat. Yac'h-pesk e vo evit  warc'hoazh. Yac'h-pesk da werzhañ mui.

Met un deiz, e vo skuizh-marv da vezañ labouret  re evit un tammig muioc’h arc'hant.

05/05/2009 GMT 12

Emgann

tu-gin-an-douar @ 20:04

An emgannoù kaerañ am eus kemeret perzh enno a oa an emgannoù gant ma breudeur. Plijus-tre hor boa gant an emgannoù pa oamp yaouank. Leun a abegoù pe aliesañ hep abeg en em gannemp. Div vandenn a oa : ar re vihan hag ar re vras met ne oa ket atav evel-se. Kalz a kemmoù a oa er c’hevreadoù. Gallout a raed bezañ e-unan enep an holl pe pep hini e-unan. Ne bade ket pell. Youc'hal a rae, kalz a drouz a oa, taolioù meilh-dorn bennak roet. Goude-se, an hini a rede buanoc'h eget an holl en doa gounezet. Erfin en doa gounezet betek ar wech da heul ha ne oa ket  pell. Setu penaos e oa ar vuhez etre breudeur a en em gare. An dad en doa breudeur ivez a gomprene hor c'hoant d’en em gannañ. Aliesañ e youc'he ar vamm en ur welout ac'hanomp met he youc'hoù ne rae netra.

Plijout a raemp da dapout an hini en doa kollet an emgann. Ahedet e oa ha dalc'het kreñv war al leur. Gervel a raemp hor c'hi evit lipat an dremm war an douar. Ur boureverezh gwir e oa. Un tammig e terme ar c'hi met e teue da vezañ foll en ur welout ur dremm war al leur. Lipat en defe gellet eurioù hag eurioù un dremm. Aon en doa youc'hoù met ne c'helle ket dalc'het. Pebezh plijadur ! ur dremm o c'houlennata pokoù ! a soñje ar c'hi-se. Goude-se, ret e oa da redek buan rak an dial a vefe strizh.

04/05/2009 GMT 12

an tren kozh

tu-gin-an-douar @ 18:45

An tren diwezhañ am eus kemeret a oa en Aostralia, e bro Victoria. Un
tren a ya pell hag uhel davet ar menezioù bihan a-dreñv ar gêr vras
Melbourne. Kant vloaz zo e vez graet an tren kozh-se evit skoazell an
dud da gas marc'hadourezh, dreist-holl gloan, eus menezioù d'ar gêr
vras. Un tren beajourien ha touristed eo hiriv . An holl a zo kozh
eno. Strizh eo an hent-houarn, Ar marc'h du dre vurezh a stlej teir pe
peder bagon goad ha skuizh. E pep korn-tro e teu e-barzh ur moged du
ha tev kaset gant an avel. N'eo ket aes pa fiñv d'an tu pe d’an
tu all met chom er marc'h du a zo re skuizhus abalamour d’an tommder
kreñv e-barzh. Ar cholori a zo bras heñvel gwechall. Ar re a labour
war an tren-se a zo kozh ivez ! Sebezus, n'eo ket ! A youl-vat emaint
hag plijout a ra dezho trenioù kozh a ya evit plijadur ar vugale. Ar
veajourien a c'hall azezañ war prenestroù ar tren , an treid er-maez.
N'eo ket difennet ha n'eo ket dañjerus rak ar tren-se a ya war-raok
goustad-tre. Redek e c'heller dirazañ.

Pa oamp erruet d'an ti-gar diwezhañ, e oa ret deomp diskenn diouzh an treñ evidomp ha mont da vale tro-dro ar gêriadenn diwezhañ war an hent-houarn. Netra d'ober amañ, netra dedennus da sellout,  iliz pe ti
foran ebet a dalv ar boan da welout met un davarn e-lec'h evañ ur banne bier fall eus Aostralia pe ur banne te lipous eus India. Padout a
reomp un eur pe div, an amzer da dreiñ ar marc'h du. Poent eo da vont
kuit evit ur veaj all en treñ-se a youc'h heñvel ul labous a c'houel.
"Puffin" a vez graet dioutañ.

29/04/2009 GMT 12

Deiz ar marc'had

tu-gin-an-douar @ 18:47

Deiz ar marc'had e teu tud meuriadoù ar menezioù tro-dro hor kêriadenn. Atav eo un deiz plijus ha laouen evit an holl. Tud ar meuriadoù a c'hallo gwerzhañ eno kalz a varc'hadourezh. Ar maouezed, gwisket e saeoù liesliv, a zo azezet war an douar a-dreñv pe e-gichen o marc'hadourezh. Gwerzhañ a reont legumaj a bep seurt evel tomatez bihan ken bras ha kelloù ar bouc'h (Lavarout a ra an dud evel-se !), karotez, saladennoù, kokombrez, berjinez, patatez dous met ivez kalz a frouezh : frouezh ar papaiez, avaloù kokos, sivi ral, flamboez bennak  met dreist-holl orañgez, bananez, mandarin hag avaloù ar baradoz. Konfitur lipous a vez graet ganto. Prenañ a reer anezho ken mat-tre int. Alies e vez aozet ganto gwestell a c'haller debriñ pe vlasaat. C'hoarzhin a ra ar maouezed, eürus bezañ asambles. N'int ket trist ma ne werzhont ket o frouezh o legumaj pe un tammig. Un devezh mat-tre e oa evito. Gervel a reont ac'hanomp en ur youc'hal evit prenañ traoù ne ouzomp ket ar wechoù.
Ar wazed  a gaoz etrezo. Kalz a vier a vez evet e-pad an deiz. Ar c'halonekañ eus ar wazed pe an nebeutañ mezv a c'hallo poazhañ beriadoù kig karv. Merenn a vo prest evit kreisteiz ma hon eus chañs. Gwazed all a zo skulterien. Skultañ a reont maskloù, biroù da lakaat war toenn an tiez bihan un tammig evel un nadoz-avel. Gant koad pe maen e vez graet an oberennoù-se. Plijus a ra d’an douristed da brenañ an  traoù-se.

28/04/2009 GMT 12

Mamm-gozh

tu-gin-an-douar @ 19:55

Ur boelladenn diaes eo da skrivañ diwar-benn un den souezhus am eus anavezet. Den ebet  souezhus en ma ziegezh pe marteze unan. Gallout a rafen skrivañ diwar-benn unan bennak am eus karet hag am eus argarzhet. Bez eo an den-se souezhus ? n'ouzon ket . Gwellout a rit o lenn ar perzh da heul.

Tri bugel he doe met ne he deus karet nemet unan : ar c'hentañ. He daoulagad, he spered, he jestroù a oa evitañ. An daou ziwezhañ  a c'halle gwellout ober evel-se pe bezañ gwarizius outo met netra a rafe kemmañ he doareoù. Trist e oant , sur e oa. Gourc’hemennoù hag al lorc'h a oa evit ar c'hentañ. Roet e veze tamalloù hag anerioù d’an daou all.

Goude bloavezhioù hir e kuitaent o mamm iskis. Unan anezho en doe bugale. Pemp bugel en doe he c'hentañ mab. Kalz a vugale en doe an eilvet mab hag an unverc'h met ne vern pegement. Ne oa ket un dudi evit ar vamm-se. Ne garfe nemet  unan diouzh ar vugale-vihan : ar c'hentañ. Un deiz e zeue da gozh. Den ebet en-dro dezhi nemet he mab henañ hag e vugel kentañ.

Kroget o deus ar vugale all da reiñ o c'harantez dezhi an deiz o deus komprenet hag e oa bet klañv atav. Ne oa ket re drouk met a-walc'h evit reiñ poan d'an holl. Ne c'halle ket reiñ karantez da un den bennak. Pa gleved o fringoliñ pe o c'hwitellat goustadig e ouiemp hag e aoze un taol fall. Madigoù evit ur bugel hag ar re all a welle ober. Mousc'hoarzhoù evitañ hag droug evit ar re all.

Bevet he doa hec’h-unan, marv e oa hec’h-unan ivez. Ma mamm-gozh e oa.

27/04/2009 GMT 12

Eil danevell

tu-gin-an-douar @ 18:34

Trugarez vras da C.P. evit he skoazell hag he reizhadennoù.

Diwall a ran ouzh an heol war an aod e-pad an hañv. Ne choman ket a-dal d'an heol pe e teuan ruz. Atav e lennan dindan ar gwez gant o skeud. Plijout a ra din neuñvin ha splujañ. Ar sportoù-se a sikour ac'hanon da gaout yec'hed mad.

Evel e Monbaza e weler kalz a werz avaloù kokos. Ur wech war an traezh, dirazon ez eus bet ur garreg-tarzh. Klevout a reer diouzh pell trouz ar gwagennoù o skeiñ anezhi.
A-dreñv ez eus ar goadeg. Kavout a reer daou evn iskis-tre : an eil o harzhal evel ur c'hi ( ar "cagou" e galleg) hag egile o ouelañ evel ur babig ( ar "puffin" e galleg). Kuzh int gant ar brankoù ha diaes eo da welout met aes da glevout.
Erfin, a wechoù, pa ziskuizan war an traezh e tremen naered-vor hir, du ha melen, dañjerus-tre met, eüruzament evidon, spontik-tre.

Kalz a vigi a bep seurt a vez gwelet en ur porzh : bigi-pesketa, bigi-roueder hag eoullistri. Anavezout a ran mad-tre Brest, Porspol e Plouarzhel ha Pors Goret e Lambaol. Karout a ran Pors Goret. Pa oan  yaouank, e chomen da c'hortoz ma eontr karet, n'ouzon pegeit amzer. Pesketa a rae ar gevr-mor hag ar c'hranked. Evezhiañ a raen ar mor o sevel. Alies e c'hoarien war ar vezhin hag an toulloù dour. Bag ebet er porzh-se pe ur vag vihan gozh ha diskaret. Ar porzh-se a oa implijet gant ar gouerien evit gwalc'hiñ moc'h.

15/10/2008 GMT 12

Mont war-raok gant ar brezhoneg-Danevell : ma vakañsoù

tu-gin-an-douar @ 19:12

En Aostralia am eus tremenet ma vakansoù diwezhañ. Gant ma familh,
beajet hon eus eus Sydney da Melbourne er ch'arr-tan. Kalz kilometroù
hon eus graet : tost da dri mil ! Gweladennet hon eus ar ger-benn
nevez Canberra. Dizoloet hon eus an arzoù kentañ graet gant an
annezidi kentañ eus Aostralia ( " arz kentvroat "). Brav ha sebezus
eo. Gwelet hon eus koalaed, kangouroued bev ha dishual er maez. Ur
wech e lammas ur c'hangourou bihan ( ur wallaby) dirazomp. Aon bras
en doe, ni ivez. Kalz amzer hon eus tremenet da glask loened iskis pe/
ha dianav evidomp e Europa pe e Kaledonia Nevez. Atav e oamp eurüs pa
gavemp ur c'hoala en e wezenn.
Ma c'hoar-gaer, ma daou vugel ha ma gwreg a oa ganiñ.
Plijus am eus gant ar vakansoù rak disoñjal a ran ma labour hag e
c'hellan c'hoari gant ma bugale.

05/08/2007 GMT 12

Pietragalla strollad

tu-gin-an-douar @ 00:23

Keit da sellout ouzh ar gartenn-bost roet er Greizenn.

Abadenn dañs a-vremañ

tu-gin-an-douar @ 00:06

Sadorn diwezhañ ez oamp da sellout un abadenn dañs a-vremañ. Kinniget e oa an abadenn-se gant Pietragalla strollad e Noumea e Kreizenn sevenadurel Jean-Marie Tjibaou. E pad un eur hag hanter e danse an dañserez bras Marie Claude Pietragalla gant he mignon. An daou dañser-se hepken war al leurenn e oa. An abadenn gizidik , fromus ha hiraezhus e oa. An istor a oa evel ul levr-dastum kozh eus ur familh. Gant ar musik eus Yann Tiersen (ar film alamaneg Goodbye Lenin) a  dremene an deliennoù. An istor war an amzer hag a dremen , war ar vuhez a red hep sell netra. Sonj a ran ma vuhez evidon gant an nozvezh gaer-se. Dreist ! Keit da sell an heni !

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust