Sydney
Kêr-benn ha brasañ kêr Gembre Nevez ar Su eo Sydney, tro-war-dro aber gaerañ ar bed toullet gant ar stêr Parramatta.
Brudetañ kêr eo en Aostralia hag er Meurvor Habask ar Su.4,28 million annezidi he deus. Furmet e oa bet d'ar bloaz 1788 gant Arthur Philip (amiral saoznek ha kentañ gouarnour ar drevadenn gentañ-se). Savet eo ar gêr war-dro ar porzh Jackson. Brudet eo gant hec’h opera savet gant Jorn Utzon, Dan (en doare pluskenn aouraval), gant he font a-us ar porzh anavezet evel ar c'hrog-dilhad ha gant he zraezhennoù : ar vrudetañ eo Bondi.
Kalz a enbroad a zegouezh eno eus pep lec'h tro-dro ar bed. Bez ez eus pinvidigezh ar gêr-se. Tro-dro ar greizenn marc'hadoù e-kichen an opera brudet ez eus kalz a garterioù diseurt gant, dreist-holl, ar c'harterioù sinaek, japanaek met ivez hellazek pe italianek.
Henvroiz a oa an annezidi kentañ hag a oa pevar mil da eizh mil o vevañ amañ pa welas ar c'habiten saozneg James Cook anezho d'ar bloaz 1770 e Botany bay. Er mare-se e oa komzet teir yezh henvroat : Darug (marv), Dharawal ha Guringai ( komzet c'hoazh). En ur vevañ e Sydney ne weler netra eus an traoù-se.
Ur genoaz zo etre Sydney ha Melbourne (Bro Victoria) adalek penn-kentañ ar trevadur europat. Setu perak e voe savet ur gêr all anavezet Canberra kant vloaz zo.

digg it
del.icio.us
