Breizh
Eveljust e karan Breizh abaoe on ganet. Pell am eus beajet met bep
gwech e teuen en-dro e Breizh e oa em zi adarre en ur adkregiñ gant
pouez-mouezh al Leon. Atav eo un distro war mammennoù ha krediñ a ran da vevan adarre. An holl draoù skrivet e Skiant Vreizh a blij din met an dra a blij din ar muiañ a zo an dañs brezhon. Mat eo ar sport-se hag e c'hellan dañsal e-pad eurioù hir.
Ar vro-se a blij din rak tamm ha tamm e adc'han daoust dezhi a-wechoù ( Istor diaes, diaes eo da cheñch an doare da soñjal pa vez desket er skol ) met dreist-holl daoust d'an holl ne c'hell ket hi o vezañ.
Plijout a ra din ar vro-se rak aes eo da imbroudiñ anezhi o vevan en
Europa a zouj pobloù ha sevenadurioù enni hag a ouio lakaat an dra-se
war Baris. Breizh a vefe neuze ar vro hag ar C'hall n'eo ket abaoe
pell. Hep ruziañ e c’hellfe Breizh adkemer ar gomzenn-se : frankiz,
kevatalder, breudeuriezh.
Pennad-koaz Raymond Aaron gant Jacques Chancel a-zivout renad
kreizenniñ an Unaniezh Soviedel.
"Derc’hel a ran da gasaat ur renad a lak war an den evel Soljenistyne
da vont kuit en harlu pe lak war an den evel Sakarov stadoù ar bezoud
a ouzomp. Kasaat a ran ar renad-se gant unvouezh faos, ideologiezh
gaou a zeu da ideologiezh ar Stad; hag an dra eo ne gomprenan ket
penaos ne c’hell ket ur spereder bennak kasaat un renad evel-se.
Soñjit strishadur frankiz ar wask a oa a-walc’h evit taeriñ ur mirour
evel Chateaubriant. Neuze perak eo souezhus ez eus ur spereder, ur
spereder on, un den a blij frankiz an endon, he c’harout a rit ivez, a
gasa ur renad e-lec’h ne c’hell ket an dud ezteurel war wel ! "
C’hoariomp ha divankomp ar ger Soljenistine ha Sakarov gant ar ger
breizhad !

digg it
del.icio.us