Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Un sellad dishenvel ouzh Kaledonia Nevez

Dielloù: Gwengolo 2009

07/09/2009 GMT 12

Polis e bro-Saos

tu-gin-an-douar @ 12:41

Pemzek bloaz e oan hag e veajen e bro-Saos. War ar vag etre Rosko ha Plymouth e kejis div blac'h un tammig oadoc'h egedon. Evit an nozvezh  gentañ  e bro-Saos e tivizemp da gousket dindan un deltenn en ul
liorzh a-du gant ul labourer-douar.  E-pad an noz ez aen kuit da vro-
Skos en treñ da adkavout mignoned din. E Edinburg e laosken un darn
vras eus ma arc'hant evit ma vakansoù. Mont a raen en-dro da vro
Saos e Bath da gejañ an div blac'h. Ne oant ket el liorzh ha plijus e
oa al labourer-douar da ziskouezañ ac'hanon e-lech e oant gant o
zeltenn. War un dachenn-gampiñ foran e oant. Laouen-tre e oant da
welout ac'hanon. Me ivez.

Kregiñ a raemp da gomz, da c'hoari kartoù  e-pad munutennoù bennak. Un eil a  lavaras " ne zleomp ket lavarout dit  an dra-se" hag an egile " met e  lavaromp dit memestra peogwir e soñj dimp n'out ket war an taol-se,  degouezhout a raio ar bolis. Dit e c’hell komz. Ur skrap
a oe en nozvezh a yaes kuit er feurm." Diouzhtu e tegouezhe ar bolis
gouzavet gant al labourer-douar. Daou boliser a oa. Kemer a raint ma
sac'h hag ez ejomp kuit d'an ti-polis.  Evel ma oan ur c'hrennad e
c'houlennjont ma c'hellen sikour ur breutaour pe ur skoazeller
kevredigezhel. N'am boa ket c'hoant. Me a ouie ne oan ket kiriek.
Desket am boa er skol e oan er vro eus "habeas corpus". N'am boa ket
aon ebet. Fiziañs am boa ganto hag jentil e oant ganin.

Chom a raen en ur gell yen e-pad eurioù bennak hep botoù, hep kelc'h- gouzoug, hep gouriz ivez. An amzer evito da gavout ma oan war ar skrap- se pe nann. Reiñ a rejont al levr a lennen er mare-se. Dichañs e oan  gantan. Lakaat a reas ac’hanon en ur zilevenez vras. En ur lenn anezhañ,  erfin, e ouien ne vo ket an istor-se gant ar bolis , marteze, un dra  aes. Gortoz a ris eurioù hir ha ma levr ne rae ket an eurioù berroc'h  met tristoc'h dreist-holl. Arthur Koestler hag e " Teñvalder da
greisteiz" ( "Zéro et l'infini" e galleg) ne zikoure ket ac'hanon.
Eveljust ne varvin ket evit ur gwall n'am boa ket graet eveltañ. Met e
krogen da gaout  aon. Souden e tigoras dor bouner ar gell. En ur glask
mat ne gavjont netra. Dishual edon. Kemenn ma c’herent e c'helle ar
polis. Ne c'hellen ket. Ne oan ket kiriek , neuze, n'am boa netra da
lavarout da ma c’herent.

Adkavout a raen an div blac'h dindan an deltenn met krenidik evel an
zelienn en avel. Dreist-holl e kendalc'hen ma vakansoù va-unan e bro
Saos hag e bro Skos e-pad ur miz. Biskoazh ne ouezis piv a laeras un
horolaj hag ur vouteilhad gwin ruz an nozvezh-mañ er feurm saoz.

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust