Ar senk
Ne blij da zen ebet. Me 'soñj an holl dud o deus aon rak al loen-
se. Un dra sur eo , bewech e vez gwelet al loen-se, e klever un den
bennak o youc'hal. Gervel a ra ar vaouez en ur youc'hal he gwaz, ar
vugale a red bep lec'h. Tagañ a ra adal ma c'hell. E flemmadenn a ro ur boan vras e-pad eurvezhioù. Fatañ a ra an dud, gouelañ a reont ivez pell. Louzoù ebet na louzoù hengouel; marteze lakaat penn tomm-ruz ur sigaretenn war ar flemmadenn a skoazell un tammig. Gortoz e tremenfe zo ar wellañ dra d'ober.
En em guzhat a ra dindan an douar pa zeu an amzer da vezañ yen. E-pad nozhvezhioù tomm e vale er c'hlazenn ha e teu tre an tiez. Diouzh ar beure e kaver dezhañ kuzhet er botoù (pebezh spont bras !), pe o kousket war stalennoù (ur souezhenn gaer en ur naetaat anezho !). Esaeañ a reer da dapout anezhañ pa c'heller met mont a ra buan-buan. Lakaet e vez er voutailh pa vez tapet. Chom a ra eno bev deizioù ha deizioù hep aer, boued ha dour. Lêrek eo !
Gant naer melen ha du an traezh eo al loen kentañ a ziskouezer d'ar
vugale. Deskiñ a reont da ziwall anezhañ. D'ar c'hi hag d’ar c'hazh e
tiskouezer ivez. Chom a reont war api. C'hoari gantañ a blij d'ar c'hazh. Lammat a ra ar c'hazh uhel-tre gantañ ivez.
Ankounac'haat ar ran : ar senk eo. Diwallit ta !

digg it
del.icio.us