Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Un sellad dishenvel ouzh Kaledonia Nevez

Dielloù: Gouere 2009

24/07/2009 GMT 12

Hañv

tu-gin-an-douar @ 12:59

D'am soñj, e c'hoarvez da vare hañv an abadenn-dornañ taolennet-se.
Troc'het ha dastumet e oa edoù a-raok glavioù kentañ an diskar-amzer.  An holl dud a zlee labourat evit ober ar muiañ labour e-pad an amzer
vihanañ. Evit bep gouel e meuriadoù e vez gwelet abadennoù-dornañ.
Kemer perzh a ra an holl veuriad. Hengounel-tre eo. Sevel a ra ar wazed  kledoù bihan evit diwall an heol tomm-ruz pe ar glav prim, Ar gwragez  a aoz predoù. Predoù kig pe pesk, patatez ha chug  kokoz zo poazhet  dindan hag etre mein tomm-tre e-pad eurioù. Lipous eo met pounner ivez.  Ar re yaouank a ya da gerc'hat tammoù koad e koadoù tro-war-dro.Heñvel atav  eo an aozadur ne vern ar gouel : an eured, ar beziadur pe gouel  ar gwrizioù (ignames), ar brudetañ.

War an draezh dindan an disheolier e vez graet an eost hiziv an deiz
evidon. Ankounac'haat a raen : ul levr mat da lenn hag ar gousk-merenn  hir a zegouezh hep lavarout netra. Alies e tihunan gant youc'hoù ar  vugale pe traezh taolet warnañ. Neuze, eo poent da vont da neuial un  tammig. Plijadur am eus da neuial  pe da splujañ.
Pa oan yaouank am eus dastumet patatez el liorzhoù, frouezh evel
kerez, avaloù. An draoù-se evit gounit un tamm arc'hant met ne oant
ket evidon. Ne blije ket din. Plijout a ra din gwelloc'h neuial,
c'hoari pe zañsal e-pad an hañv.

18/07/2009 GMT 12

Kerbenn Aostralia : Canberra

tu-gin-an-douar @ 19:45

Ur gêr nevez eo, nemet daou c'hant bloaz ganti. Dreist-holl krouet evit bezañ  kêr-benn ur vro re vras  : Aostralia. An holl draoù a zo nevez hag an holl draoù a  zo krouet evit bezañ plijus gant an dud. Kalz a barkoù, liorzhoù  kêr enni tro-dro ul loc'h vras. En e greiz ez eus ur blomenn zivent   evel e Geneva eus Bro-Suis. Kalz a virdioù a bep seurt a zo evit  plijadur an dud deuet hag ar vugale.

Torgenn ar parlamant a zo ar  souezhus-estonañ er gêr-se. Eus al loc'h e weler un ti gwenn hir a oa  ar parlamant kozh. A-dreñv emañ an dorgenn c'hlas gant pevar peul  metalek divent warni a ra ur biramidenn vras ha treuzwelus. E lein ar  biramidenn emañ ar banniel aostralian gant e groaz ar Su. An dra  sabutuus eo emañ ar parlamant nevez dindan ar dorgenn-se, dindan an  douar ! Aes eo da weladenniñ anezhañ. Ennañ ez eus diskouezadegoù  diwar-benn istor ar parlamant, istor ar tiriad kêrbenn aostralian  (ACT australian capital territory) , istor krouadelezh Aostralia. Met  ar ziskouezadeg gaerañ eo an hini diwar-benn al liverezh broat ( eus  an Aborijened). Taolennoù e pep lec'h ouzh ar mogerioù : kaer- meurbet. Dirak an antre ez eus ur marelladur-meinigoù broat vras ivez  hag arabat eo bale warnañ. Puñs ar gouloù deiz dindan ar biramidenn a  sklerijenn ar parlamant : brav eo. Dieub ha disoursi e c'heller  gwelout ar c'hannaded o gomz etrezo er vodadeg vroadel hep komz  evidomp. Dedennus eo.

An dra all da welout eo ar c'hannaddi broat bihan graet gant tol-
gwagennek merglet ha livet-tre dirak ar parlamant brav-se. O banniel
du hag ruz gant an heol en e greiz dirak ar biramidenn. Chom a ra an
dud vroat amañ evit kaout o gwirioù anavezet hag kaout ar gwir da
vezañ evel ma fell dezho.

14/07/2009 GMT 12

Penn va moereb gozh

tu-gin-an-douar @ 16:16

Sur, kozh emañ-hi. Evit-se e oa kaer pa oa yaouank , moarvat. Ul luc'hskeudenn diouti yaouank am eus gwelet gant ur strollad mignoned. Mousc'hoarzhiñ a rae hag he dremm a bare. Kozh, parañ a ra c'hoazh. Gallout a reer gwelout anezhi. Bez ez eus un dra bennak vihan enni. Lavarout a rafed hoalerezh zo ganti. Lavarout a raer ar gerioù-se pa vez kollet ar gaerder pe he doe nepred. Nann, eno, n'eo ket hoalerezh. Bez ez eus un dra all. Ur gaerder enni a ya kuit dezhi hag a bar. N'eo ket ar gaerder a weler war ar c’hazetennoù, yen lufr ha re gaer evidomp; an heñvel plac'h a weler deiz goude deiz  pep lec'h. Nann, ur gaerder a guzh  hag a ziskouez didrouz  e-pad ur sellad , ur mousc'hoarzh pe en ur fiñval he fenn.

Ur wech hepken e luc'hskeudennas unan he nized he dremm gant he doare ganti. War he fenn en doa ur tog kolo en ur bred-letoniñ gant an holl familh war an tevenn e-tal ar mor. Kaer-tre e oa gant an holl grec'higelloù. Krec'higelloù ur gozhni laouen hag ur vuhez hir a oe laouen ivez daoust da ziaes.

A-du e oa an eontr kozh da zimeziñ ganti. Kozh e timezor anezhi adarre !

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust