Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Un sellad dishenvel ouzh Kaledonia Nevez

Dielloù: Mezheven 2009

26/06/2009 GMT 12

Blue Velvet

tu-gin-an-douar @ 19:55

Kregiñ a ra ar film gant ur sonerezh amerikan ar bloazhioù hanter-kant pe tri-ugent. Gwellout a reer ur voulouz glaz filmet tost-tre.
Da eil roz ruz bennak, a-dreñv anezho ur gloued goad wenn gant un oabl glas splann-tre. Klevout a reer ur ganaouenn dous un tammig jaz : "Blue velvet woh woh woh, she wore blue velvet woh woh woh, bluer than velvet was the night, softer than satin was the light, from the stars..."

Tremen a ra ur paotr-an-tan o vousc'hoarziñ, o saludiñ, ur c'hi azezet en e gichen en ur straed sioul. Skeudenn nevez war ar gloued wenn gant tulipez melen dirazi. Skoazellañ a ra ur vamm-gozh bugale da dreuziñ ar straed gant ur banell vras skrivet warni " harz ". Dourañ a ra un den e leton, e wreg a ev un tasad te en ur sellout ouzh ur film polis gwenn ha du war ar skinvel : ur revolver en dorn tost da dennañ. An den hag a zour a wel an dour ne zegouezh ket. Tennañ  a ra  an duellenn, ar c'hog a dec'h. Souden e kouezh an den a c'hin war an douar en ur ziwaskañ poanioù. C'hoari a ra ur c'hi war an den gourvezet, ur babig o tostaat outañ.

Paouez a ra ar sonerezh hag ar ganaouenn gaer. Sankañ a ra ar c'hamera er c'hlazenn. Mont a ra un trouz da vezañ mougoc'h ha mougoc'h. Mont a ra ar c'hamera war-raok ha chom a-sav diwar amprevaned o verienañ en noz. Iskis eo. Ur skeudenn nevez a heul a ziskouez ur banell vras  skrivet warni " Degemer Mad e Lumberton" gant ur plac'h yaouank koant blev melen. Ar sonerezh a ro aer, Lugerdiñ a ra an heol. Ur paotr yaouank a vale er maez, a dremen dirak un ti kozh ha taol ur maen. Mont a ra da weladenniñ e dad en ospital, an hini a gouezh  a-c'hin en e liorzh. An tad ne gomz ket mui. Mont a ra ar paotr en dro d'ar gêr, tremen  a ra dirak an ti kozh adarre ha taol ur maen goude un all warni. Klask a ra mein all er c'hlazenn. Kavout a ra ur skouarn troc'het brein, amprevaned warni. Blizidik emañ. Dastum a ra anezhi evit diskouezañ d’ar polis. Kregiñ a ra ar polis an enklask met an dra-se ne drefu ket ur gêr ken sioul. Met evit ar paotr yaouank e krog un enklask  diwar ar werzherezh-korf, houlierien ,  dramm ha muntroù all bennak en ur gêr n'eo ket ken sioul.

Blue Velvet eo ar film-se gant Isabella Rossellini graet gant David Lynch. Ur film a zle bezañ gwelet.

25/06/2009 GMT 12

Kezeg

tu-gin-an-douar @ 19:34

Ya, plijout a ra din ar c’hazeg ma welan anezho diouzh pell. Plijout a ra din sellout outo war an  hentoù er geriadenn  oc'h ober o  zro-bale bihan. Emaint pevar pe c'hwec'h, daou-ha-daou. Bez eo an archerien hag o deus ar c'hezeg-se. Mont a reont d'ul liorzh goude d’ul liorzh all. Mont a reont da gerc'hat butun-nij a vount e-unan pe skoazellet un tammig gant un den bennak. E lein ar c'hezeg e kavont bodennoù bennak met n'eus ket kalz. Labourat a ra an dud evit o implij hiniennel. An archerien ne lavaront ket netra evit an dud-se.

Pa’z eont d’ar meuriadoù eo un istor all. Du-hont e labour an dud yaouank kalz mui evit gwerzhañ. Plijout a ra tud ar meuriadoù ar c'hezeg evel ma ouzont hag a gerc'h an archerien parkoù butun-nij. Ur wech o deus kavet ur park e pellgomz ar viñsaskell evit rezañ ar blantadeg. Ne dregasit ket anezho : n'eo ket "Apocalypse Now" !

Gwelout a ran kezeg ivez pa’z an d’ar "rodeo". Pell on ivez. Kalz a dud zo evit gwelout an abadennoù-se. Souezhus-eston eo da sellout. Ne lezont  ket ober ar c'hezeg. Alies ez eus reuz. Brec'h pe gar torret pe gwashoc'h ur c'hein. Daoust da se o deus lorc'h d'ober an abadenn-se. Lorc'h eo enno en dud ganto ivez.
Setu perak e choman pell eus ur c'hezeg. Aon am eus ganto hag ne chouran ket anezho.

24/06/2009 GMT 12

Volga

tu-gin-an-douar @ 19:41

Ne c'hellemp ket mui kemer ar c'harr-nij. Digar e voe ar veaj-se diwezhat dre garr-nij. Aon hor boa da vervel ma kemerjemp adarre ur c'harr-nij eus an aergompagnunezh rusian Aeroflot. Peder eur en doa padet ar veaj-se. Dre dreñ e pado peder eur warn ugent evit degouezhout da v/Moskov. War ar gartenn, n'emañ ket pell Kazan, kêrbenn Tartastan. D'ober an hent distro dre dreñ zo un dra all, un dro-gaer.

Pemp e oamp met e tleemp paeañ ur c'hombod evit c'hwec'h ha chom etrezomp. Tri gwele e pep tu , unan war unan all, sasun e heñvelent. Eurüs e oamp da veajiñ goustad.  N'hor boa ket an dibab all.
Diouzhtu e felle d’ar merch'ed mont da brivezioù, prouadiñ anezho. Dont a rejont en-dro dipitet. Kavout a rejont privezioù lous-tre eus al leur d'ar sel. N'ouiemp ket petra veze c'hoarvezet el lec'h ken bihan. Ar privezioù all a oa serret ha difennet e oa da vont e-barzh. Mont a reas ar merch'ed da gerch'at mestr ar vagon. Ya , ur mestrez e oa. Goulenn a rejont dezhi da zigeriñ ar privezioù all. Start e nakeas. Gwallimoret e oent.

Penaos e endalc'hjemp anezhi da zigeriñ ar privezioù hag a soñje dimp bezañ naet ?. Soñjal a rejomp pell hep menoz. Diouzhtu e stuc'hellas an nor :  youc'hal a reas ur vaouez gozh vihan ha grabosek warnomp e rusek. Souezhet e oamp en ur sellout outi. Diouzh kustum e komprenomp ar ruseg un tammig met diaes eo pa youc'h un den bennak. En ur youc'hal e ginnige liñselioù ha lañjerennoù evit ar nozvezh hir en treñ-se. Gouzout a raemp hag hor boa ezhomm anezho evit tremen ur nozvezh vat. Met ne c'hellemp ket lezel ar vaouez-se da gomz deomp evel-se, ha pa vefe he c'hustum gant an holl veajourien. Un tammig kreñv e yae ar vaouez-se. Lavarout a raemp dezhi hag a brenfemp traoù bennak hepken e kroge da gomz deomp goustad. Dont a reas un diviz drouzus e pad munutennoù bennak e ruseg. Soñj a ran hag e tlemp bezañ ar c'hentañ da gomz ganti evel-se. Kustumet e oa da gaout tud sentus, kein baotek. Souezhet e oe en he zro met ambuzet un tammig. Reiñ a reas he alc'houez ar privezioù. E pad ar veaj e ginnigas gwastilli, chokolad, te ha kafe gant ar mousc'hoarzh evel-just.
En ur dreuziñ ar ster bras Volga, e komprenomp erfin perak ne c'hellje ket an alamaned mont pelloc'h e-pad an eil brezel bed hag e kolljont anezhañ.  Ar ster-se zo ur mor da dreuziñ .

An nozvezh-se  e serromp hor c'hombod gant ur gouriz ! .

23/06/2009 GMT 12

Mein gaer

tu-gin-an-douar @ 19:53

Ma digarezit, diwezhat on ar wech-se met ne oan ket awenet gant an danvez-se. Koulskoude e plij din ar vein gaer ! Anavezout a ran micherourien bennak a ra war-dro ar vein evel  ar mañsoner hag a mañson, ar maensklenter hag a ra an toenn, ar bener hag ar skulter hag a aoz ar mogerioù. Ne c'hellañ ket skrivañ muioc'h diwar-benn ar micherourien-se zoken ma plij din o labour.

Neuze e kinnigan deoc'h ur boelladenn all : un troidigezh eus ur pennad embannet war ur gazetenn brudet.

"Diazezoù
Aze emaint, pentet war mogerioù hag selioù ar grec'hier.
Ar skeudennoù-se a zepegn bizoned, elaned, arzhed, kezeg, erered, maouezed, gwazed. Hep oad int. Ganet int bet ez eus miliadoù ha miliadoù  a vloaz met adc'henel a reont bewech ur sell a weladur anezho.
Penaos e c'helljont, an dud-se, hon tadoù-koz pellgerent, livañ gant ar gizidigezh-se ? Penaos e c'helljont, an dud-se, al loened mut hag a stourme gant an dornioù noazh a-enep gouezviled, krouiñ skeudennoù leun a goantiri ? Penaos e ch'elljont trolinennañ al linennoù-se skañv hag a ziskouez diboukañ ha difoupañ eus ar maen ? Penaos e c'helljont an dud-se ?
Nemet eo ar maouezed-se ?
Eduardo Galeano"

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust