Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Un sellad dishenvel ouzh Kaledonia Nevez

Dielloù: Mae 2009

14/05/2009 GMT 12

Devezh ur beajour-kenwerzh

tu-gin-an-douar @ 19:49

Abred eo hag an noz a zo yen. N'en deus ket c'hoant da sevel ouzh e
wele. Re domm eo ar gwele gant e wreg e-barzh. Reiñ a ra ur pok bihan ,  kousk a ra atav. Ar vugale ivez. Mont  a ra er gegin goustadig an
daoulagad serret. Ur c'hafe tomm a zihuno anezhañ muioc'h.
N'en deus ket c'hoant da vont da labourat met e di kaer a zle bezañ
paeet pep miz. Neuze ez a da labourat hag e loc'h e garr-tan kaer
prestet gant e gevredigezh. Plijadur en deus gant ar c'harr-tan-se.

A- raok al labour-se, e kemere e garr-tan bihan alies torret da werzhañ
dour , chugoù frouezh ha bier. Mont a rae a stal da stal met ivez a
c'houel da c'houel ! Alies e oa mezv da evañ gant ar brenerien. Kousk
a rae aliesañ en e garr-tan bihan eget en e wele.

Bremañ e werzh  kontradoù evit kretadurioù. Ne ev ket mui. Dilhadoù kaer  a zo gwisket  gantañ. Poellek e tle bezañ rak diaes eo da werzhañ kontradoù da dud  ziskredik. Dibaot int da gaout ezhomm kontradoù . En ur gomz pell,  en ur zont adarre div pe deir gwech, e teu a-benn da werzhañ kontradoù  bennak pep deiz. Ober krediñ hag ar varc'hadourezh a zo ar wellañ. Mad- tre e vo an deiz ma werzh kalz anezho. Eürus e vo da vont d'ar ger,  debriñ a raio gant ilboued hag en devo un nozvezh vat. Yac'h-pesk e vo evit  warc'hoazh. Yac'h-pesk da werzhañ mui.

Met un deiz, e vo skuizh-marv da vezañ labouret  re evit un tammig muioc’h arc'hant.

05/05/2009 GMT 12

Emgann

tu-gin-an-douar @ 20:04

An emgannoù kaerañ am eus kemeret perzh enno a oa an emgannoù gant ma breudeur. Plijus-tre hor boa gant an emgannoù pa oamp yaouank. Leun a abegoù pe aliesañ hep abeg en em gannemp. Div vandenn a oa : ar re vihan hag ar re vras met ne oa ket atav evel-se. Kalz a kemmoù a oa er c’hevreadoù. Gallout a raed bezañ e-unan enep an holl pe pep hini e-unan. Ne bade ket pell. Youc'hal a rae, kalz a drouz a oa, taolioù meilh-dorn bennak roet. Goude-se, an hini a rede buanoc'h eget an holl en doa gounezet. Erfin en doa gounezet betek ar wech da heul ha ne oa ket  pell. Setu penaos e oa ar vuhez etre breudeur a en em gare. An dad en doa breudeur ivez a gomprene hor c'hoant d’en em gannañ. Aliesañ e youc'he ar vamm en ur welout ac'hanomp met he youc'hoù ne rae netra.

Plijout a raemp da dapout an hini en doa kollet an emgann. Ahedet e oa ha dalc'het kreñv war al leur. Gervel a raemp hor c'hi evit lipat an dremm war an douar. Ur boureverezh gwir e oa. Un tammig e terme ar c'hi met e teue da vezañ foll en ur welout ur dremm war al leur. Lipat en defe gellet eurioù hag eurioù un dremm. Aon en doa youc'hoù met ne c'helle ket dalc'het. Pebezh plijadur ! ur dremm o c'houlennata pokoù ! a soñje ar c'hi-se. Goude-se, ret e oa da redek buan rak an dial a vefe strizh.

04/05/2009 GMT 12

an tren kozh

tu-gin-an-douar @ 18:45

An tren diwezhañ am eus kemeret a oa en Aostralia, e bro Victoria. Un
tren a ya pell hag uhel davet ar menezioù bihan a-dreñv ar gêr vras
Melbourne. Kant vloaz zo e vez graet an tren kozh-se evit skoazell an
dud da gas marc'hadourezh, dreist-holl gloan, eus menezioù d'ar gêr
vras. Un tren beajourien ha touristed eo hiriv . An holl a zo kozh
eno. Strizh eo an hent-houarn, Ar marc'h du dre vurezh a stlej teir pe
peder bagon goad ha skuizh. E pep korn-tro e teu e-barzh ur moged du
ha tev kaset gant an avel. N'eo ket aes pa fiñv d'an tu pe d’an
tu all met chom er marc'h du a zo re skuizhus abalamour d’an tommder
kreñv e-barzh. Ar cholori a zo bras heñvel gwechall. Ar re a labour
war an tren-se a zo kozh ivez ! Sebezus, n'eo ket ! A youl-vat emaint
hag plijout a ra dezho trenioù kozh a ya evit plijadur ar vugale. Ar
veajourien a c'hall azezañ war prenestroù ar tren , an treid er-maez.
N'eo ket difennet ha n'eo ket dañjerus rak ar tren-se a ya war-raok
goustad-tre. Redek e c'heller dirazañ.

Pa oamp erruet d'an ti-gar diwezhañ, e oa ret deomp diskenn diouzh an treñ evidomp ha mont da vale tro-dro ar gêriadenn diwezhañ war an hent-houarn. Netra d'ober amañ, netra dedennus da sellout,  iliz pe ti
foran ebet a dalv ar boan da welout met un davarn e-lec'h evañ ur banne bier fall eus Aostralia pe ur banne te lipous eus India. Padout a
reomp un eur pe div, an amzer da dreiñ ar marc'h du. Poent eo da vont
kuit evit ur veaj all en treñ-se a youc'h heñvel ul labous a c'houel.
"Puffin" a vez graet dioutañ.

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust