Deiz ar marc'had
Deiz ar marc'had e teu tud meuriadoù ar menezioù tro-dro hor kêriadenn. Atav eo un deiz plijus ha laouen evit an holl. Tud ar meuriadoù a c'hallo gwerzhañ eno kalz a varc'hadourezh. Ar maouezed, gwisket e saeoù liesliv, a zo azezet war an douar a-dreñv pe e-gichen o marc'hadourezh. Gwerzhañ a reont legumaj a bep seurt evel tomatez bihan ken bras ha kelloù ar bouc'h (Lavarout a ra an dud evel-se !), karotez, saladennoù, kokombrez, berjinez, patatez dous met ivez kalz a frouezh : frouezh ar papaiez, avaloù kokos, sivi ral, flamboez bennak met dreist-holl orañgez, bananez, mandarin hag avaloù ar baradoz. Konfitur lipous a vez graet ganto. Prenañ a reer anezho ken mat-tre int. Alies e vez aozet ganto gwestell a c'haller debriñ pe vlasaat. C'hoarzhin a ra ar maouezed, eürus bezañ asambles. N'int ket trist ma ne werzhont ket o frouezh o legumaj pe un tammig. Un devezh mat-tre e oa evito. Gervel a reont ac'hanomp en ur youc'hal evit prenañ traoù ne ouzomp ket ar wechoù.
Ar wazed a gaoz etrezo. Kalz a vier a vez evet e-pad an deiz. Ar c'halonekañ eus ar wazed pe an nebeutañ mezv a c'hallo poazhañ beriadoù kig karv. Merenn a vo prest evit kreisteiz ma hon eus chañs. Gwazed all a zo skulterien. Skultañ a reont maskloù, biroù da lakaat war toenn an tiez bihan un tammig evel un nadoz-avel. Gant koad pe maen e vez graet an oberennoù-se. Plijus a ra d’an douristed da brenañ an traoù-se.

digg it
del.icio.us