Blue Velvet
Kregiñ a ra ar film gant ur sonerezh amerikan ar bloazhioù hanter-kant pe tri-ugent. Gwellout a reer ur voulouz glaz filmet tost-tre.
Da eil roz ruz bennak, a-dreñv anezho ur gloued goad wenn gant un oabl glas splann-tre. Klevout a reer ur ganaouenn dous un tammig jaz : "Blue velvet woh woh woh, she wore blue velvet woh woh woh, bluer than velvet was the night, softer than satin was the light, from the stars..."
Tremen a ra ur paotr-an-tan o vousc'hoarziñ, o saludiñ, ur c'hi azezet en e gichen en ur straed sioul. Skeudenn nevez war ar gloued wenn gant tulipez melen dirazi. Skoazellañ a ra ur vamm-gozh bugale da dreuziñ ar straed gant ur banell vras skrivet warni " harz ". Dourañ a ra un den e leton, e wreg a ev un tasad te en ur sellout ouzh ur film polis gwenn ha du war ar skinvel : ur revolver en dorn tost da dennañ. An den hag a zour a wel an dour ne zegouezh ket. Tennañ a ra an duellenn, ar c'hog a dec'h. Souden e kouezh an den a c'hin war an douar en ur ziwaskañ poanioù. C'hoari a ra ur c'hi war an den gourvezet, ur babig o tostaat outañ.
Paouez a ra ar sonerezh hag ar ganaouenn gaer. Sankañ a ra ar c'hamera er c'hlazenn. Mont a ra un trouz da vezañ mougoc'h ha mougoc'h. Mont a ra ar c'hamera war-raok ha chom a-sav diwar amprevaned o verienañ en noz. Iskis eo. Ur skeudenn nevez a heul a ziskouez ur banell vras skrivet warni " Degemer Mad e Lumberton" gant ur plac'h yaouank koant blev melen. Ar sonerezh a ro aer, Lugerdiñ a ra an heol. Ur paotr yaouank a vale er maez, a dremen dirak un ti kozh ha taol ur maen. Mont a ra da weladenniñ e dad en ospital, an hini a gouezh a-c'hin en e liorzh. An tad ne gomz ket mui. Mont a ra ar paotr en dro d'ar gêr, tremen a ra dirak an ti kozh adarre ha taol ur maen goude un all warni. Klask a ra mein all er c'hlazenn. Kavout a ra ur skouarn troc'het brein, amprevaned warni. Blizidik emañ. Dastum a ra anezhi evit diskouezañ d’ar polis. Kregiñ a ra ar polis an enklask met an dra-se ne drefu ket ur gêr ken sioul. Met evit ar paotr yaouank e krog un enklask diwar ar werzherezh-korf, houlierien , dramm ha muntroù all bennak en ur gêr n'eo ket ken sioul.
Blue Velvet eo ar film-se gant Isabella Rossellini graet gant David Lynch. Ur film a zle bezañ gwelet.

digg it
del.icio.us